Pajenn:Jezegou - Eun taol fin. Ar Vro, 1906.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —


Eun Taol fin


————

Al Leonard zo laër,
Ar C’hernevad klapez,
An Tregeriad trubard.

Eur C’hernevad en doa prenet en foar Landi eur marc’hik iaouank. Evit miret na vije ket re skuiz al loanik paour, ne bignaz ket war e gein da vont d’ar gear. Kerzet a reaz en e raog, lost ar c’habestr en e zorn.

Eun Tregeriad hag eul Leonard, leun o zac’h a widre, a erruaz gantan war an hent a gas deuz Pleyber-Krist da Blounaour-Menez. Buan en em glevont da c’hoari d’ar C’hernevad eun taol deuz o doare. Goustadik ha kempen, an Tregeriad a dennaz e vrid d’ar marc’h kez, a lakeaz anezhi en dro d’e benn e-unan, hag a gerzaz er c’hiz-ze da heul ar C’hernevad. Neuze al Leonard a bignaz war gein an inkane,