Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Eun orin-den, ar mevel-ze ! E hano oa Jean Paskoet. Biskoaz, em buhez, ne gavis den all ebet hag a ve bet renket kement a draou fentus en e gelorn.

Ha koulskoude, ne gouie ket lenn.

Mes klevet en doa re all o kounta. Hag evel ar re all, e kounte ar pez en doa klevet. Rak dre Vreiz a-bez e tremene, neuze, an traou e giz e ti ma zud. Kredi ’ran, avad, eo bet Jean Pascoët an diveza deus ar gounterien istoriou, e bro Leon.



Hirio, an dud desket ha tud ar gouarnamant, zoken, a ra ar pez a c’hellont evit miret na zei da goll al labourou-dorn a jom ganeomp deus ar re goz. An taoliou-mean, ar mein-hir a zo en hor parkou, den mui na hell o c’has da netra. Kalz ilizou ha tiez koz, ive, a zo difennet chench doare d’ezo. D’am zonj d’in-me, e tlefed ober ar memes tra evid an istoriou o deus, a rum da rum, great plijadur d’hon tadou gwechall.



Great em eus eul leor all, dem-henvel ouz hen-ma : Kontadennou.

— 8 —