Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Goude ma ’m oa gwerzet al leor-ze, mammou a skrivas d’in. « Betek-hen, a lavare peb-unan en he mod, betek-hen ne c’hellen ket lakaat va bugale da lenn ar brezoneg. Ne gouient ket lenn ha ne felle ket d’ezo deski. Mez, evel dre chans, em eus prenet ho leor kontadennou. Va bugale o deus lennet hag aslennet anezan. C’hoant o doa da anaout penn-da-benn an istoriou a zo ennan. Hag evel-se, en despet d’ezo, koulz lavaret, o deus desket lenn yez hor bro. »

Eurus e vefen o welet al leor-ma oc’h ober ar memes tra.



Evelkent n’eo ket kement-se eo am poulz da ober moulla al leor-ma.

Em farrez ez eus eur c’harter hag en deus izom eur beleg.

Ar c’harter-ze eo Leskonil.

Eul leo ema diouz ar bourg. Ennan ez eus berniet daouzek pe drizek kant den. Hini anezo, mui, na deu war dro iliz ar barrez da ober e zevosionou.

Hag ar pez ’zo gwasoc’h, eur pastor protestant, eun tam saoz deus bro Lloyd George,

— 9 —