Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


doa ’vije deuet an den-ze, dre e zeskadurez, da viret outan da vervel.

Kerkoulz, ive, avad, o daou oant great an eil diouz egile.

Ar medesin oa bambocher. O daou, alies, e tremenent an noz o frikota. Ar medesin a bae ar friko. Mez evid en em dapout e werze d’e gamarad, ha ker, eun tamm louzou bennak, var ’digare rei d’ezan eur yaouankiz nevez.



Eun nozvez, ar c’homiser ha pevar all, a yeas da ober tro kear diouz an noz. Ar goanv oa. An noz oa tenval. An avel a c’houeze hag en eur c’houeza a yude. Ar pemp den a yea dre ar ruiou. Ne gafjont ket eur c’hristen. Ne veljont ket, zoken, na ki na kaz. An amzer oa re fall.

Goude beza great tro kear edont var dreujou o zi, dija, pa glevjont trouz bale. Unan a zavas al letern. Hag e weljont dirazo eur pikol den bras. E varo oa hir ha du. E wiskamant a ziskoueze n’oa ket deus ar vro.

— Piou ’zo ? a lavarjont ?

— Eun den, eme an estranjour.

— Eun den ? na peseurt respount !

— Ne c’hellan lavaret ken.

— 62 —