— Ah ! a lavaras, en eur deuler eur zell var
Yann ha war e vaz houarn, perak ne dafen ket ?
Deomp da zribi koan da genta ha warc’hoaz
ni ’welo.
En deiz varlerc’h, mintin mat, edont en hent, Yann e vaz houarn en e zorn, hag ar mengleuzier, e roc’h var e skoaz.
War dro kreisdeis, e tremenont ebiou d’eun ti milin. An hanv a oa. An amzer n’en doa ket roet glao abaoue pell. Al lenn oa seac’h. Ar vilin ne droe mui. Hag en eur dremen e welont, er prad oa e tal al lenn, ar miliner o c’hoari pilpot gant e vein-milin.
— Pitiaoul a rez aze ? a lavarjont d’ezan. Sur ar mein-milin ’zo ganez a zo tammou spouenv.
— Salokras, avad, eme ar miliner. Ar re-ma ’zo mein ha mein kalet. Mez va milin ne hell troi mui. Ha da c’hedal e rankan en em zivuzi gant eun dra bennak.
— Mad, eur gwaz out ! Dond a rez ganeomp ? Ni ’zo ’vond d’ober tro ar bed da glask re all par d’eomp. Dond a rez, ive ?
— Ar memez tra, avad. Tremen a rin dre ’l leac’h ma ’z afoc’h.