Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN HE VAZ HOUARN


den. Mez hounnez ne blijas ket kennebeut da Yann. He zerri ’reas var benn e c’hlin.

Ar marichal a zastumas an tammou ha pa oa deuet d’e gofel e labouras epad eur mis penn-da-benn, da renka eur vaz da Yann. En dro-ma, e ’reas anezi hir ha teo evel eur wezen bin ugent vloaz. Yann a veze, bemdez, o welet al labour. Ha pa oa echu e kemeras ar vaz en eur lavaret : « Mat, mat sur. Houn-ma ’zo diouz va doare. »

Hag e paeas, na petra ’ta ?



D’an devez warlerc’h, abred, edo Yann en hent. Noz oa dija pa en em gavas e traon eur menez. Hag e welas o vont d’ar gear, d’e goan emechans, eur mengleuzier, eur pikol roc’h ken huel hag hen gantan war e chouk. Dougen a rea an dra-ze ken eas, da welet da vihana, hag eun duilh lin.

— Kre mil borgnon ! eme Yann. Hen-ma zo butun gantan avad. Hen-ma, dre e nerz, ’zo re bar d’in-me.

Pa oa o tremen ebiou e lavaras d’ezan : Dond a rafes ganen d’ober tro ar bed da glask re all par deomp ?

— 29 —