Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/305

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


e kambr ar vatez. Eno oa dija digouezet eul laer all.

Ian a gommansas d’ober trouz. Hag al laer all lammet er meaz. Mez gwelet e oa bet Hag an holl a zavas hag a yeas da redek war e lerc’h.

E-pad an amzer-ze, Ian a yeas en ti hag a gemeras kement a oa war an daol.



Pelloc’h, an dud ’oa dizro. N’o doa ket gellet tizout al laer. Pa ’z ajont en ti n’oa mui netra war an daol. Den, a hellit kredi, n’en devoe, en devez-se, tamm d’e goan.

— Asa, mat, eme an aotrou, eun den eo, evelkent. Laerez a c’helfe kement ’zo ama. C’hoant am oa d’e dapout o laerez. Mez gwelloc’h eo d’in lavaret d’ezan chom er gear.

Hag, en devez war-lerc’h ez eas c’hoaz da gaout e vamm. Lavarit d’ho mab, a lavaras d’ezi, arabat laerez mui. Me ’roio deus ar maner peadra d’ho maga ho-taou keit ha ma vezoc’h beo.

Ha Ian a vevas hep labourat e serr e vamm, ar rest euz e vuhez.

An istor ma, zo eun istor gaer,
Mez n’eo ket istor pep laer.

— 304 —