Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN AL LAER


taol-ma eo paket an tan da Ian. Ema e gorf en douar.

E gorf en douar ? eme an Itroun oc’h anaout e vouez. N’edoc’h ket c’houi ama brema-souden ?

— Nann zur, eme an aotrou, n’oun ket bet ama, abaoe ma ’z oun diskennet.

— Va Doue ! neuze eo eat al linsel gant Ian. Hag an itroun a gountas penaos en doa al laer en em gemeret.

— Oh ! an ampouailh.

Hag an aotrou, tapa krog en e fusuilh ha, di Ian. E peleac’h e ma ho mab a lavaras d’ar vamm-goz.

— O ! n’oun dare. Hennez ’zo laer.

— Mat, lavarit d’ezan ma na deu ket da laerez ar goan diwar en daol duma, fenoz, me ’lakeio an tan en e di.

— O ! mont sur a rey ; hennez a zo laer hag a ya atao, pa ve lavaret d’ezan.



Pa deuas an noz, en devez-se, an aotrou en doa pedet soudardet hag archerien da goania gantan kevret.

Ian a yeas da welet penaoz e c’helje ober e daol. Hag hen mont dre ar prenestr en ti,

— 303 —