Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN


N’eo ket tenna mein eo a glevez. N’ez peus ket gwelet eur gazeg-koat a skei war eur wezenn taoliou beg evit he zoulla ?

— Gwir eo, a lavaras Cheun ; eur gazeg-koad eo, ha netra ken.

— N’eus forz. Me ’rank mont da welet. Ha setu mac’h en em laka da bignat ha da bignat.

Pa zigouezas e laez ar menez, e chomas mantret. Eul languede, den war e dro, den krog ennan, a doulle e unan ar roc’h kalet. Bep taol a skoe, e tiskolpe ar mean.

— C’houi ’zo aze, aotrou Languede, eme ar Blogorn ? N’oc’h ket skuiz hag inouet of skei war ar vein evelse ?

— Aze ’oas, va mab ? eme al Languede. Pell ’zo ’oan war c’hed ac’hanout.

— Ac’hanta ? setu me digouezet.

Evel ar vouc’hal, al languede en em daolas etre e dreid.

Hag hep marc’hata an distera, ar Blogorn a zastumas anezan en e zac’h. Ha laouen, adarre, da gaout e vreudeur.

— Pe seurt burzud en deus an Aotrouig gwelet er gorre, a lavaras Cheun d’ezan en eur ober goab.

— Trouz eur pik o koueza war ar vein eo a glevemp, eme ar Blogorn.

— 265 —