Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Hag ar vouc’hal en em strinkas e harz e dreid.

Ar Blogorn ne oa ket pell nec’het. Dastum a reas anezi hag he fourra en eur zac’h ler a oa gantan.

Hag en hent war-zu e vreudeur.

Ac’hanta ? eme Cheun pa zigouezas, petra. ’zo a nevez e gorre ar c’hoad ?

— Oh ! fidoue ! netra. Trouz eur vouc’hal eo a glevemp o skei war ar gwez.

— Lavaret em oa d’it, eme Baol. Setu te en dour-c’hwez. Gwelloc’h oa bet d’it beza chomet ganeomp.



Eun tammig larkoc’h e oant o tremen dre eun hent striz kleuzet er reier e traon ar menez. Hag en uhelder e klevjont taoliou evel trouz eur morzol houarn skei war ar vein.

Ar Blogorn en em lakeas da zelaou.

— Petra ’zo adarre ’ta ? a lavaras d’ezan Cheun.

— Ne ouzoun ket. Mez mantrus eo ez afed er giz-se da denna mein war gorre eur menez pa ’z eus mein en traon.

— Asa, eme Baol, te ’vezo, atao, eur bugel.

— 264 —