Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





An hini goz a frotas o izili gand al louzou ha, dre ma frote, e weled ar vuhez o tont enno… Ar vreudeur en em anavezas hag a vouchas gant karantez an eil d’egile.

Goude-ze, e rajond d’an hini goz frota louzou ouz ar skeudennou all a oa eno. Holl e teujont beo ive, hag e teujont kevret da balez ar roue.

Digemeret e voent a c’helloc’h kredi, eus ar gwella.

Friko ’voe great a-nevez en enor da verc’h ar roue ha d’he fried.

Diwar neuze, an daou vreur all a jomas er palez. Ar roue e-unan a glaskas d’ezo peb a vaouez e touez e gerent. Hag oc’h en em garet muioc’h-mui bemdez, e vevjont bepred eurus.

Karet ’zo mad, chom hep karet c’houero
Ar galon na gar ket ’zo eur galon varo.


————
— 256 —