Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET


da lakaat gant ar c’hounif, bara evidoc’h hag evit ho ki, ha lard evit ho fusuilh da viret outi da vergla.

— Kaouen goz ! Sorserez villiget ! a lavaras d’ezi, petra ’peus great eus va breudeur ?

Hag e savas en e zav. Kregi ’reas e gouzoug an hini goz hag e ledas anezi war leuren ar c’heo. Hag eur c’hlin war he stomok, eun all war he c’hof e lavaras : « Ro d’in va breudeur, pe me ’zo o vont da sanka ya goaf ez kalon. »

— Va Doue ! eme ar wrac’h koz, da vreudeur ? Mez ne anavezan ket da vreudeur. N’em eus ket great droug d’az preudeur.

— Ah ! er c’hiz-se ema ? Ha dija edo e c’hoaf en ear prest da skei.

— Eo ! eo ! eme ar vaouezig koz strafuilhet-holl ; eo ! me ’roio d’it da vreudeur.

Hag e tennas eus he godell eur vuredad louzou.

— Sell, emezi, frot an dra-ze euz o skeudennou, aze, hag e teuint beo adarre.

— To ! To ! To ! Te ’ray an dra-ze da-unan gwelloc’h egedon-me.

Ha krog en he diouskoaz e kasas anezi da gaout e vreudeur.

— 255 —