Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


an dour o tont da veza tenval, deuit, buan, war va zikour. Rak sur, neuze, va buhez a vo war var… Kenavo ! »

Hag hen war e varc’h, e c’hoaf war e skoaz, e gi war e lerc’h, ha kuit.



Bale ’reas epad seiz dervez ha seiz nozvez. Hag e tigouezas en eur gear ma oa an holl dud enni e kaon.

Mantret o welet kement-all a velkoni, e c’houlennas petra ’oa a nevez.

Allaz ! ’voe lavaret d’ezan, ni ’zo ama en eur rouantelez gwalleurus. E jardin ar roue, en douar, a zindan eur wezen, ez eus eur zarpant hag en deus seiz penn. Bemdez, da greisteiz, e teu da glask e damm. Bemdez betek-hen, e rea eun droug, spountus. Laza ’rea kement a gave. Mez, hiviziken, ar roue a ro dezan eun den bemdez. Ne deu mui eus e doull nemet da gerc’hat e zen. Hag ec’h en em gavomp eürus c’hoaz. Mez hirio, ar roue a dle kas d’ezan e verc’h kosa ! »

O klevet kement-se, gwad an den yaouank a verve. O ! a veize, me ’rank laza al loen vil-ze !

Ha da gaout ar roue, da c’houlen outan hag eurus e ve o welet laza ar zarpant.

— 242 —