Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET


An dour a vezo bet o poazat ac’hanoun, a rooc’h d’ar gazeg a zo en ho kraou. Va eskern a daoloc’h d’ar giez. Hag, er jardin, e fouroc’h, en o zav an tri drean bras a gavoc’h ennon. »

— Ia, voe lavaret d’ezan.

Ha great e voe hervez ma en doa lavaret.



Nao miz, goude, ar vaouez he doe tri mab, ar gazeg tri bouch hag ar giez tri gi bihan. An drein ’oa lakeat er jardin ’oa poulzet ha kresket hag oa deuet da veza tri goaf.

Tri mab ar besketourez ’oa ken henvel ma voe ranket merka anezo evit o anaout en eil diouz egile.

Pa voent deuet da dud yaouank, an tad a roas da bep-hini eur marc’h, eur c’hi hag eur goaf.

An hini ’oa ganet da genta ’deuas buan d’en em inoui er gear. C’hoant en doa da vont da redek bro. Hag, eun devez, ez eas kuit.

Mez araog en em lakaat en hent, e lezas gand e dud eur vuredad dour. — « Dalit, emezan ; setu aze mellezour va buhez. Dalc’hit mad d’ezan : sellit alies outan. Ma welit

— 241 —

16