gwas ’ne zello ket, zoken, ouz ar bleuniou. E leac’h kement-se e reio eur c’hornad butun pe eur sigareten.
Ar Roue a yeas d’ar jardin gant e gamarad.
En eur zigouezout, Fantik ne zellas nag ouz roz nag ouz bleuniou all. Mez ruilh a reas eur sigareten, etre he bizied, ha goudeze, e lakeas anezi e pleg he skouarn.
A roue a deuas da lavaret d’e vamm ar pez oa tremenet. Mez atao, e randounenne ar memez tra :
Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Hennez, sûr, a rank beza eur verc’h.
— Mad, eme ar vamm. Kas anezan ganez da leina. Ma troc’h bara en eur lakaat an dorz da harpa ouz e stomok, e c’hellez lavaret, heb en em fazia, ez eo eur vaouez. Met ma troc’h e damm, en eur zougen an dorz etre e zaouarn, eo sur eur gwaz.
Leina rajont kevret.
Ha Fantik a droc’has he bara hep lakaat an dorz da harpa outi.