Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez zo gwerc’h.
Hennez a rank beza eur verc’h.
— Ia ? a lavaras ar vamm, te gav d’id ? Kas anezan d’ar gambr ema an armou enni hag e weli. Mar deo eur vaouez eo, ne zello na ne lakaio e zorn war tra ’bet.
A roue ’gazas Fantik da stal an armou.
En eur vont er gambr, Fantik a zellas ouz
kement tra ’oa eno. Kemeret a reas eur
zabren hag e lakeas anezi er vann. Goudeze,
c’hoaz, e kemeras eur fusuilh ha dre ar prenest
lezas eun tenn.
A roue zistroas da gaout e vamm hag a lavaras d’ezi ar pez en doa great ar c’habiten. Ha koulskoude, a lavare c’hoaz :
Ar c’habiten-ze a lintr evel an erc’h,
E lagad hag e vouez ’zo gwerc’h,
Red eo sur ma ve eur verc’h.
— Mad, eme ar vamm, kas anezan d’ar jardin. Mar deo eur vaouez eo, e kutuilho roz ha bleun ar goukoug a zo eno eleiz, hag e lakaio anezo ouz he bruchet. Mez mar deo eur