Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BIGOUDEN HAG AN DIAOUL


breur ermit a zo eur zant. Beza en deus kalz mignouned etouez tud ar baradoz. Marteze e c’helfe ober eun dra bennak evidoc’h. »

Sada ma ’z eas da gaout e vab ermit a oa o veva war bordou eur c’hoad bras, en eul lochen kuzet etouez ar brouskoad.

— Ah ! va zad paour ! Eur gwall-dra, avad, a lavaras hen-ma. Mes Doue zo mestr war bep tra. Trugarezus eo, ha pardouni a ra d’ar brasa pec’herien. Me ’zo vont da c’houlen kuzul digantan.

Hag ez eas war e zaoulin evit pedi. Goulen a reas savetei ene e dad. Kinnig a reas e vuhez evid e zilvidigez.



Daou eal a c’hournije d’ar mare-ze, a-us d’ar c’hoad. Klevet a reent peden an ermit. Hag ez eont da gounta d’ar Werc’hez Vari ar pez o doa klevet.

— Oh ! na kaera tra ! a lavaras mamm Doue, na kaera tra gwelet eur mab o kinnig e vuhez evit savetei ene e dad. Kement-se a raio plijadur vras d’am mab. Netra ne helfe mont muioc’h beteg e galon.

Ha hi, raktal, da gounta da Jesus.

— 145 —

10