Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


anezi, e veze mil lur enni. Hag e rea friko. Hag e kemere e blijadur. Hag ez ea du-ma, du-hont, eleac’h ma troe en e benn. Ha, bep tro atao, na petra ’ta, ez ea en ostaliriou gwella da glask lojeis ha da breja.

Met an amzer a dremene, koulskoude. Dek miz oa dija eat en-dro. Ha va den a lavare outan e-unan, alies, nec’het e spered : « Bremaik e vo deuet an termen : penaos a rin-me ? »



Seiz bugel, hon eus lavaret, seiz bugel en doa bet deus e wreg. Seiz paotr oant. Ha pep-hini, dre ma oa deuet en oad, en doa kemeret an hent a blije d’ezan. Ar re gosa oa eat da veleien. Ha d’ar mare-ze, ar c’henta oa pab ; an eil arc’heskob ; an trede eskob ; ar pevare persoun ; ar pempet kure ; ar c’houec’hvet ermit, hag ar yaouanka kabiten laeroun.

Va Bigouden a yeas, da gounta e blaneden d’e vugale hag e lavare d’ezo, tennit ac’hanoun eus skilfou Satan ! »

— « Tad, a respontas an eil goude egile, ar pab, an arc’heskob, an eskob, ar persoun hag ar c’hure, n’eus ket kalz hag a c’helfe terri ar werz ho peus great. Paolik a zo eur gwall-baotr ha dies kaout afer outan. Met, hor

— 144 —