Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Met kemer hep lakaat, nebeut e pad. Hag eun devez ec’h en em gavas hep tra ebet nemet seiz gwenneg.

Bastagn ! [1] a lavaras en eur skrabat e benn, ne hellan ket beva heb arc’hant. Goude beza bet pinvidik ne din ket da glask na ne din. Seiz gwenneg ’zo c’hoaz. Awalc’h eo, evit prena eur gorden d’en em grouga.

Hag hen ha mont da brena eur gorden. Ha goude-ze, da glask eur c’hoch koz bennag d’en em grouga outan.

Ha dre ’z ea evel-se gant e hent, e tigouezas gant eun aotrou bras hag a zouge eur mell troc’had baro du.

— Deiz mat d’it, a lavaras an aotrou d’ezan.

Te zo tenval da dal, avat ! Da beleac’h ez-ez.

— Hag an dra-ze ’zell ouzit ?

— Bah ! mezaon n’eo ket eün da vouroun. Lavar d’in, atao, da beleac’h emaout o vont.

— Da en em grouga.

— Ichekon ! Da en em grouga ! Perak da vihana ?

— Perak ? Me ’zo bet pinvidik. N’em eus gwenneg ebet mui. Mez am befe o vont da c’houlen. Gwelloc’h e kavan lakaat fin d’am

buhez.

  1. Ger kals anavezet e bro ar bigoudenned.
— 142 —