Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ar Bigouden hag an diaoul


X


Eur weach oa eur Bigouden hag a oa maro e bried. Seiz bugel en doa bet. Met ar vugale, dre ma oant deuet en oad, a oa eat peb-hini en e du. Ha pelloc’h, va faotr koz oa chomet e-unan.

Pinvidik oa.

Met karet a rea ober lip-e-bao. Feneant oa, ive, gant an dra-ze. Ne laboure mui : ne c’houneze netra. Emechans, a lavare, va danvez a bado keit ha ma vezin beo.

— 141 —