Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar c’hemener n’oa ket bet pell e bourmenaden. Dont a reas prim d’e di. Mezek oa. Gwelet rea n’en doa ket kavet ar gened da rei d’e wreg. Ah ! ar zon milliget ! a lavare. Da gana, an dra-ze ’oa ker brao, koulskoude. N’oun nemet eur zod. Falvezet eo bet ganen kaeraat Monaig, ha n’em eus great nemet diotach.

Eürusamant oa eul louzou evit parea e velkoni. Rak hervez ar galloud bet digant e donton sant Per, e c’helle ober e vaouez hervez e volontez, netra nemet gant gourc’hemen. Setu perak e lavaras : « Ra vo Monaig rozen ar merc’hed ! Ra vo ar gaera, an hini he dezo ar muia spered ; ra ’vo deus an holl grouadurien an easa da garet ! »

En dro-ma e teuas a-benn eus e daol. An Tanguy en doa eur vaouez eus ar seurt na ve kavet en nep leac’h. Evid ar gened e oa dispar : ar merc’hed gwisket kaera oa maskaradennou en he c’hichen. Hag evid ar spered, an deskadurez, an dud ar muia gouiziek a ranke anzav na gouient netra e par da Vonaig.

Ar c’hemener oa e galon barr a joa. « Va gwreg, a lavare, a zo e-giz ma fell d’in : n’em eus netra da reketi d’ezi mui ! Bennoz Doue d’am zonton ! »

— 134 —