Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER


met war he c’horf nevez. C’hoant en doa, na petra ’ta, da rei d’ezi eun ear eus ar re gaera.

Hag evel ma klaske penaos en em gemer ganti, setu ma teuas sonj d’ezan eus eur zôn en doa kanet, gwechall, pa oa yaouank :

Va mestrezig a zo koant
Hag he deus bleo melen
He dent ’zo olifant…

Setu aze, atao, evit he dent hag he bleo, eme an Tanguy. Gwelomp ’ta petra lavare, c’hoas, ar zôn-ze ?

Ha war bouez sonjal, e teuas d’ezan envor eus an diou rimodell all-ma :

He daoulagad a lugern evel diou stereden,
He diou chod a zo ru flam, evel diou gerezen.

Gervel a reas Monaig, d’e gaout, ha kerkent reketi d’ezi eun dremm evel ma lavare ar zôn.

Tudou paour ! na drola tra ! Monaig n’oa mui hènvel ouz maouez ebet.

D’ar weach kenta ma ’z eas ganti da bourmen, an holl a c’hoarze hag a zelle dre ma tremenent. Ar vugale vihan a rede war o lerc’h en eur grial. Hag ar gwazed a heje o diskoaz hag a lavare : « Peleac’h da vihana en deus an Tanguy kavet ar vaouez drol-ze ? »

— 133 —