Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


a arzou, gant al leren, hag ez i, da unan, beteg ar c’hilhog.



En eur zelaou, Perig a lênve. Met e dad-koz ne ehane da lavaret d’ezan : « Laz ar marc’h ! Laz ar marc’h ! » ma tennas, pelloc’h, e gontell. Hag en eur grena e fourras anezi e kalon al loan paour. Ober a reas, goudeze, ar pez oa lavaret, hag a-benn an noz, oa eat da gas ar c’hilhog aour d’ar Roue.



Ar Roue ’jomas alvanet. — Penaos ’ta, lavaras, ez peus gellet kaout anezan ? N’eus skeul ebet war dro ar maner. Penaos ez peus gellet sevel beteg an douribel ?

— Dre guzul vat ha dre izign.

— Mad, filhor, va merc’h a vo d’it. Great ez peus labourou ha den em rouantelez, sur awalc’h, na helfe ober. Den muioc’h galloudus evidout da c’houarn ar vro war ma lerc’h !

Hag an eured a voe great.

Hag eur friko eus ar re gaera oa bet roet d’ar re oa pedet. Beza oa da breja :

— 108 —