Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PERIK FILHOR AR ROUE



— Petra ’ta ’zo lavaret d’it da ober ?

— Lavaret ’zo d’in e rankan kerc’hat d’ar Roue, hep skeul ebet, ar c’hilhog a zo war douribel ar maner.

— O ! gwell-a-ze ! avad. Ma karez e vo eas d’it al labour-ze. Te ’lazo ac’hanon.

— Ho laza, c’houi ! Ah ! biken, eme Berig. Laza ac’hanoc’h goude beza great kement a vad d’in ! Laza ac’hanoc’h ? Ha da gaout piou ez afen, hiviziken, pa vezin nec’het ?

— Eo, laz ac’hanon, — pe evit lavaret gwelloc’h, laz ar marc’h a zervich d’in d’ober va finijen. Me, va mabig, eo da dad-koz. Pa oan maro ez is da gaout sant Per da c’houlen beza kemeret, na petra ’ta, e Baradoz Doue. Met n’em oa ket great awalc’h a euvrou mad, epad va buhez. Ha dre c’hras Doue ez eus bet roet d’in dek vloaz da zont, adarre, war an douar. Kemeret a ris korf eur marc’h koz. Gantan em eus eseat ober an euvrou a vanke d’in. Ma lazez ar marc’h, va ene diluiet a nijo d’an Env. Gant kroc’hen ar marc’h e ri eul leren hir awalc’h evit tizout beteg an douribel. Stag eur mean ouz penn al leren. Taol ar penn-ze gant ar mean er vann. Ma taolez anezan gant her awalc’h, ez ei d’en em rodella en dro d’an ahel ema ar c’hilhog aour o trei warnan. Goudeze, e savi,

— 107 —