Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/101

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— ’Te ive, eme Berig. Allô ! Gwell-a-ze ! Hag ez ajont adarre, en hent, e varc’h hag hén.

Diouz a noz, en devez-se, e tigoueschont e palez ar Roue.

Perig oa eun den deus ar re goanta, hon eus lavaret dija. Eun tourked bleo melen oa rodellet en dro d’e dal. E zremm oa flour ha livet brao ; e zaoulagad glas ha leun a zousder.

Ar Roue a reas d’ezan eun digemer deus ar gwella. Laouen bras oa ouz e welet. Ha kement e plije d’ezan ma na helle tenna e zaoulagad diwarnan.

— Deus ’ta en ti, a lavaras, deus tre ’ta.

— O ! nan, paeron, eme Berig, ne din en ho ti, ken n’ ho pezo diskouezet d’in e peleac’h vo lakeat va marc’h.

Ar marc’h ’voe kaset da eur marchosi hag a oa frank ha ledan evel eun ti.

Ar Roue en doa eur verc’h er memes oajou da Berig. Kerkent ha ma welas an den yaouank ne voe mui mestrez d’he c’halon. Hag

— 100 —