Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PERIK FILHOR AR ROUE



Taol d’ezi eur yeoten, a lavaras ar marc’h, ha chach anezi war al letoun.

Perig a reas e-giz ma oa lavaret d’ezan. Mez mantret oa bet pa welas ar verienen vihan o sevel he fenn ha gant eur vouez dous ha tano, o lavaret : « Trugarez d’it ! Perig, filhor ar Roue. Me eo rouanez ar merien. Ma ’peus izom ac’hanon, eun devez, n’ez pezo nemet va gelver. Me yelo buan war da zikour.

Ha Perig en hent gant e varc’h.



Goude beza baleet pell-pell, edo o tremen demdost d’eur c’hlanien. En eur zellet war an doureier, e zaoulagad a welas eur waz [1] oc’h en em zifreta ouz eul lasen.

Ar marc’h a jomas a-zav : — « Kea da ziluia ar waz gouez-ze, emezan, Hounnez ’zo paket en eur stign. Lez anezi da vond kuit. »

Perig a ziskennas adarre. Troc’ha ’reas al lasou korvigellet en dro da dreid ar waz. Ker buan al lapous a zavas er vann. Trei ha dizrei a reas a-us da benn Perik. — « Mil trugarez ! Perig, filhor af Roue, ’lavaras. Me eo Rouanez ar gwazi. Mar deu d’it, morse, kaout

izom ac’hanon, me ’yelo war da zikour,

  1. Oie e gallek.
— 99 —