Pajenn:Jezegou - Ar Baro Bleun. Ar Vro, 1906.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —
AR BARO BLEUN
(SUITE)
————


Abarz pell evelkent, eun droublien, eun nec’hamant, pe n’oun ket petra, a zeuaz war he spered. Sur e oa eüruz, mez mankout a re d’ezhi eun dra benak. Mont ha dont a c’helle e giz ma kare, nemet ebarz ar gampr-ze, en traon an douribel.

Ne bade mui gant ar c’hoant da welet ar pez a oa eno. Hag hi, o kas divar he zro he flac’hed. Neuze e kemeraz an alc’houezik bihan roet d’ezhi gant he goaz. Sellet a reaz outan gant evurusted. Mez dond a reaz sonj d’ezhi euz ar gourdrouz a oa bet great gant he Aotrou : « Ma lakit ho treid er gampr-ze e vefoc’h lac’het. » He spont a lakeaz anezhi da grena, hag e taolaz pell diouthi an alc’houezik en fons eun direten. « Assa emezhi, pesort tenzor da vihana a zo er gampr-ze ? Oh ! ma c’helfen gwelet. Ne vank nemet an dra-ze d’am eurusted. Piou a c’hello miret diouzin ? Piou a oueo biken ? » Kemeret a reaz adarre an alc’houezik, hag e tro hag e tizro anezan. Pelloc’h e lavaraz : « Ah bah ! mont a ran. Den ebet n’am gwelo.

Paka reaz peg en eur c’houlaouen. Hag hi hep ober tam trous beteg traon an touribel. Dre ma tiskenne e teue bihan he c’halon. Meur a wech a vennaz dont war he c’his. Mez c’hoant gwelet he doa hag ar c’hoant-se a oa treac’h d’he aoun. Digwezet dirag dor ar gampr e tigoraz anezhi hag e lakeaz he goulaouen en he raog da welet. — O va Doue ! emezhi, spountet holl. He alc’houez a gwezaz deuz tre he daouarn.

Ebarz er gampr, korfou c’houec’h maouez a oa deuz ar grouk. Ho goad a boullade a zindan-ho.

O welet kement-all, ar vaouez keaz oa dare d’ezhi sempla. Mez en em derc’hel a reaz, dastum buan an alc’houez, serri an nor, ha kuit buanna ma c’helle.

En eur zigwezout en he c’hampr ec’h en em daolaz war eur gador hag e chommaz eur pennad eno evel maro.

Oa deut, adarre, ennhi he-unan ha n’oa c’hoaz den war he zro, kemer a reaz an alc’houezik evit he lakat a goste araog mont da gousket. Neuze, e welaz war an alc’houez eur pekad goad. Torcha a reaz anezan en eur grena. Ar pekad goad a ieaz kuit. Mez en eur drei an alc’houez e wel ar pekad goad adarre. Dre ma troe ha ma sec’he eun tu, ar pekad goad a dec’he en tu-all. Ar paour keaz maouez a red d’an oaled. Frotta ’ra an alc’houez gant ludu. Ar pekad goad a jom atao.

Mont ha dont a ra en eur c’hervel he c’hoar Anna. He c’hoar a deu. Konta a ra d’ezhi ar pez a c’hoarvez. Hag Anna a lenv asamblez ganthi.

— Kea d’ar jardin Anna, emezhi ; an trichin, eno, marteze, a gaso kuit ar pekad goad.

Kaër zo frotta trichin ar pekad goad a jom atao.

Oh ! va Doue, eme neuze an diou c’hoar, an alc’houez a zo sorset.