Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Ar vamm a roas daou-c’hant skoed. Hag ar pôtr d’ar maner.

— Devez mad d’ec’h, ôtrou, a lavaras, n’ho peus ket ezom a vevel ?

— Fouter, eme an ôtrou, eo, avad. Dec’h e oa êt kuit an hini ’m oa. Mar karez chom en e lec’h ? Mes aman eman an treo evellen : ar mevel ha me a lak beb a zaou-c’hant skoed er chiminal, hag an hini ac’hanomp a ya en koler da gentan a goll e arc’hant.

— Mad eo, eme ar pôtr yaouank. D’ober petra ’c’h in hirie ?

— Da droc’han lann.

— N’ouzon ket an hent d’ar gwarem.

— Oh ! kê bepred ; aze zo eur giez hag a desko d’it; kê d’he heul.

Hag ar pôtr d’ar gwarem ha da droc’han lann. Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Bep tro ma save e gein, e kroge yud.

Hag hen d’ar gêr, droug ennan.

— Petra, ôtrou, emean, pesort kiez ar c’hurun hoc’h eus aman ? Houman a grog en dud.

Oh ya, sur, eme an ôtrou, pa vêr didalve !

— Didalve, evit sevel ma c’hein pennadou bihan ?

— Droug zo ennoc’h, ’m eus aon ?

— Dampet ! eme ar pôtr, perak ne vefe ket ? Ar seurt-man n’e ket toullou int d’ar vevelien !

An ôtrou a lampas war an oaled hag a grogas en daou-c’hant skoed adarre.

Hag ar pôtr da di e vamm da gontan penôs ’n oa kollet e arc’hant.

— Allo, eme an hini yaouank, setu heman ive bet ken sod hag egile. Roet d’in-me, ma mamm, daou-c’hant skoed. Me zigaso d’ar gêr arc’hant ma breudeur.

Setu ma voe roet d’ean daou-c’hant skoed. Hag ar pôtr yaouank d’ar maner.

— Devez mad, ôtrou, emean, n’ho peus ket ezom a vevel ?

— Fouter, a lavaras an ôtrou, eo, avad ! Dec’h e oa êt kuit an hini ’m oa. Mar karez chom en e lec’h ? Mes aman e ve kont evellen : ar mevel ha me a lak beb a