Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —


An tri breur hag an ôtrou


————


Gwechall e oa eun intanvez hag he doa tri bugel. Pa oa deut ar c’hosan en oad, e lavaras d’ean :

— Aman n’eus ket a labour d’ec’h ho tri. Te eo ar brasan. Kê da glask fret en tu bennak. Ha da c’hortoz ma tevo kavet, setu aze daou-c’hant skoed evit bevan.

Eur maner oa e kichen. Di ec’h eas da gentan ar pôtr yaouank da c’houlen labour.

— Fouter, eme an ôtrou d’ean, te zo digoueet mad. Ma mevel a oa êt kuit dec’h. Chom en e lec’h, mar kerez. Mes aman eman an treo evellen : ar mevel ha me a lak beb a zaou-c’hant skoed er chiminal, hag an hini ac’hanomp a ya en koler da gentan a goll e arc’hant.

— Mad eo ! eme ar pôtr yaouank. D’ober petra ’c’h in hirie ?

— Da droc’han lann.

— N’ouzon ket an hent d’ar gwarem.

— Oh ! kê bepred ; aze zo eur giez hag a zesko d’it ; kê d’he heul.

Hag ar pôtr d’ar gwarem ha da droc’han lann. Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Pa zave e gein, e kroge ennan.

Hag hen d’ar gêr, droug bras ennan.

— Petra, ôtrou, emean, pesort kiez an tanfoeltr ho peus aman ? Houman a grog en dud !

— Penôs, eme an ôtrou, fachet oc’h, ’m eus aon ?

— Perak ne vefen ket ? Dampet ! Ar seurt-man n’eo ket toullou int d’ar vevelien !

An ôtrou a lampas war an oaled hag a bakas an daou-c’hant skoed.

Hag ar pôtr yaouank d’ar gêr da gontan penôs ’n oa kollet e arc’hant.

Neuze, an eil eus ar bôtred a lavaras d’e vamm :

— Roet d’in-me buhan gwenneien, mac’h in da di an ôtrou-ze. Evit sur, me ne gollin ket gantan !