Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39


— Va bugel, diouz ar pez a zo c’hoarvezet ganeoc’h hirio, deskit n’o deus morse talvoudegez hir ar madou dastumet gant dislealded pe gant laeronsi ; ha dalc’hit sonj eus ar pez a lavare hon tud koz : Bleud an diaoul a ya da vrenn… Gwelloc’h eo beza paour ha beva e karantez Doue eget beza pinvidik ha beva a-du gant an diaoul. Deskit c’hoaz, va bugel, n’eo ket diskarg ho koustians, abalamour ma n’oc’h ket bet gwelet gant den o pec’hi. Ouz an dud e c’hellor kuzet a-wechou, ouz Doue morse ! Na dit ket ’ta da gredi ar pez a lavar kalz pec’herien, o deus c’hoant da vouzara o c’houstians ha d’en em zalla o-unan : Pec’hed kuzet hanter-bardonet. Nann ! Doue a wel betek goueled ar galon ; den ne c’hell kuzet netra outan. Hoc’h-unan hoc’h eus her gwelet hirio. N’eus forz peger kuzet e ve eur pec’hed, evit beza pardonet gant Doue, e rank beza diskleriet ha kofeseat.



Setu aze, va c’hamarad Fanch ar Moan, ar pez am eus kavet el leoriou koz diwar-benn Toull al Lakez.