Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38


Sant Gwevrog, ken dinec’h evel pa vije bet o pedi Doue en e gouent, a grogas en e zourn, en eur lavaret d’ezan :

— Na grenit ket, va bugel ; trec’h eo atao an Aotrou Doue d’an drouk-spered.

Ober a ra sin ar groaz, ha ker buan an trouz a baouezas, ar voged a yeas da netra hag an amzer a deuas da veza ker brao ha biskoaz. Per a zispourbelle e zaoulagad da zellet a bep tu d’ezan ; sonjal a rea e ranke, goude kement a drouz, beza troet ar bed war an tu all. Nann, an traou a oa chomet evel m’edont a-ziagent, nemet eun dra evelato.

E-harz treid Per ha sant Gwevrog, el lec’h ma rede a-raok, plean ha flour, ar ganol a ya eus a Vilin-ar-Gall d’ar mor bras, ez eus breman eun toull doun ha ledan. Eno, e-lec’h mont war-eeun, e chom breman an dour da ehana, da ober troïdellou, evel pa ve o para war eun dra bennak. A-wechou zoken e weler toullou moan ha doun war-c’horre an dour, aman hag a-hont, e-kreiz an troïdellou, evel pa ve unan bennak er fonz, — m’en deus Toull al Lakez eur fonz all nemet an ifern, — o klask chacha gantan d’ar goueled an neb a dostafe. An toull-ze a oa great gant an aotrou barvek, a oa en em stlapet er ganol gant e varc’h du ; hag hennez, an aotrou-ze, a oa an diaoul, lezet gant Doue da zont war an douar da glask tud da vont da zevi gantan d’an ifern, ha kaset war e giz d’ar gear dre gofesion vad Per ar C'hrafer ha pedennou sant Gwevrog.

Hag abaoue, tud ar vro o deus great Toull al Lakez eus an toull-ze, ha den ne gred tostaat outan hep krena, ha kaout eun tamm enkrez en e galon.

A-raok en em zispartia, sant Gwevrog a lavaras da Ber ar C'hrafer ;