Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34


P’en em gavas e-kichen ar ganol, e kavas eno, azezet, eun den koz, touzet e benn, e zremm dizec’het ha drouklivet. Evit dilhad n’en doa nemet eun tamm mezer groz a ziskenne eus azaleg e c’houzoug betek e dreid, hag a oa stardet gant eur gordenn en-dro d’e groaz-lez. N’oa ket brao da welet, ha koulskoude ar peoc’h a galon, ar vadelez hag ar garantez a oa merket war e dal. En e gichen e oa eur vaz hir hag, ouz beg ar vaz, eun tamm bara torz e-touez eun tamm lian. An den koz-ze ’oa sant Gwevrog, en doa savet e gouent war devenn Gwinevez, dirak bourk Trelez. Tammou eus ar gouent-ze a weler c’hoaz hirio, dreist-holl ar chapel hag an aoter a zo a-zindani eur feunteun hag a zo dour dous enni ha mad da eva. Va-unan em eus hen tanveat, eviti da veza kleuzet e-kreiz an treaz, war-c’horre an tevenn hag e-kichennig ar mor bras.

Sant Gwevrog, en eur zistrei a Berroz, e-lec’h m’en doa eur gouent all, a oa bet o pardona e Gwengamp hag e Sant-Yann-ar-Biz… A-raok mont en e gouent, e oa chomet eno, war an abardevez, da walc’hi e dreid evit en em ziskuiza eus e hent.

O klevet Per o tont war-zu ennan d’ar red hag en eur huanada, e troas e benn. Kerkent her gwelas o tiskarga e c’hodelIou hag o teuler arc’hant en dour, evel pa vije kollet e benn gantan. P’en devoe diskarget e c’hodellou ha stlapet en dour kement gwenneg en doa, edo o vont e-unan a benn-herr d’en em deuler war e benn er ganol. Ar zant, ouz e welet, a zavas en eul lamm en e zav, a redas d'her c’haout, a grogas en e vrec’h, en eur lavaret d’ezan :

— Da ober petra ez it aze, va bugel ?