— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer… laer… laer…
— Great eo ganen en dro-man, emezan, great eo ganen ! Erru eo an archerien d’am c’herc’hat, d’am c’has d’ar prizon, d’ar galeou zoken, marteze !..
Hag ar pistraked a gri atao :
— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer… laer… laer…
C'hoant tec’het diwar an hent bras war-zu Lanrial a deuas d’ezan. Edo o sevel dre ar skalier e gwaremm ar C'huiok, pa welas, e skeud ar roc’h, m’edo hen e-unan, en dervez a-raok, pa deuas eun aotrou da c’houlenn digantan e pelec’h e kavje dour da rei d’e varc’h, eun aotrou all, baro hir d’ezan, gant eur marc’h du evel eur vran ; hag e zaoulagad a lugerne ouz Per gwasoc’h c’hoaz eget daoulagad ar peziou arc’hant a oa war ar c’habellou-touseg e Pont-an-Traon.
— Re eo kement-man ! eme Ber. Dirazon eur marc’heg gant eur marc’h duet gant moged an ifern ; dirazon daou archer ouz va c’hlask ; war va lerc’h pistraked o lavaret d’an holl n’oun nemet eul laer ! Gwelloc’h e kavan mont d’en em veuzi… Doue a welo em eus keuz d’am fec’hed, rak teuler a rin an arc’hant war an treaz, el lec’h m’am eus her c’havet…
Ha Per, evel pa vije kollet e benn gantan, a gerz d’ar red war-zu ar ganol, d’al lec’h m’en doa great e gavadenn.
Ha, dre ma ’z ea, ar pistraked a yea war e lerc’h, en eur grial gwasoc’h-gwaz :
— Per laer… laer… laer… laer… laer…, Per laer… laer.. . laer.. laer… laer…