Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31

pevar en tu all, a nij d’e heul, diwar beg an eil bod lann war egile, hag o-zeiz e kriont, pep-hini d’e dro pe daou pe dri a-unan, ha c’hoaz krenva ma c’hellont :

— Per, laer… laer… laer… laer… laer…, Per, laer… laer… laer… laer…

En dro-man avad e teu Per da skei war boull e galon, en eur lavaret :

— Ya, pec’het am eus ; mont a ran da restôli va arc’hant, mont a ran d’her c’has d’al lec’h m’am eus her c’havet. Me a gave d’in ne anaveze den va c’havadenn, pa lavarin gwell, va laeronsi ; eo, Doue hen anaveze ; hen diskouez en deus great d’in dre va fez arc’hant fas en daou du, dre va c’houignou troet e kabellou-touseg, ha dreist-holl dre gan flemmus ar pistraked-man. Mes Doue a zo madelezuz ; me a yelo da gofez, ha Doue va fardono.

Kaer en doa Per kaout keuz ha glac’har. Ar pistraked a yea atao didruez d’e heul, ha ne ehanent da grial warnezan :

— Per, laer… laer… laer.. laer… laer…, Per, laer… laer… laer.. laer… laer…

Per, abaoue ar mintin, a rea ar skouarn vouzar ; n’en doa great van ebet evit gwelet burzudou ; ha c’houi a gavo iskiz ma teu an Aotrou Doue, d’e dro, da ober ar skouarn vouzar ha da zerri, evit eur pennad, dor e galon ?

Edo en em gavet gant ar wazenn-zour a zired diouz Lanrial ha milin Sant-Jorj, pa welas o tont, d’an daoulamm-ruz, daou archer war varc’h, dre an hent a zo etre Ker-Yun ha Kereloun…

— Ah ! den n’en doa gwelet va laeronsi, eme Ber. Koulskoude, setu aman archerien !…