Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30


Per ne chomas ket pell da ehana. Sevel a ra ar zao en eur grena hag en eur skrabat e benn.

— Ya, me ’gred, emezan, em oa great fall dec’h o tastum an arc’hant-man ; me her c’haso da gichen ar ganol, d’al lec’h m’am eus her c’havet. Koulskoude m’her c’hasan di, unan bennak all hen dastumo. Daoust ha n’eman ket kerkouls em godell-me eget e godell eun all ?… Evelato ar paour dall en deus lavaret d’in e oa en nenv unan bennak ha n’oa ket aviz ac’hanon… Daoust hag an Aotrou Doue e vez hennez ?…

En eur zonjal en traou-ze, e galon etre diou, etre beza laer ha beza leal, Per, e benn pleget, a ya war-zu Pont-Krist.

P’en em gavas el lec’h m’en doa prenet, diouz ar mintin, e neiziad laboused bihan, e chomas mantretoc’h eget biskoaz, rak klevet a reas e laboused o krial warnezan. An holl o deus klevet ar pistraked o kana, pe o krial. Gouzout a rit e vezont gwelet war beg eur skourr spern, pe war-c’horre eur vojenn lann o krial, pa welont unan bennak : Pis… trak… trak… trak… trak… trak…, pis… trak… trak… trak.. trak… trak… Ha c’houi a oufe petra a gan breman ar pistraked bihan, o-femp, hag an daou goz a-unan ganto ? Oh ! ya, Per a grene, ha lec’h da ober en doa. C'houi hoc’h-unan ho pije krenet kement hag hen, ma vijec’h bet en e lec’h ; rak breman ar pistraked ne ganont ken o c’hanaouenn goz ha boazet : Pis… trak… trak… trak… trak… trak… kana a reont : Per, laer… laer… laer… laer… laer… Ha n’eo ket spontus klevet laboused o kana traou er c’hiz-ze.

Per ne gred ket sevel e benn ; bale a ra buana ma c’hell… Kaer en deus bale buan, ar pistraked, tri en eun tu d’an hent bras, ha