Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
En eur zonjal en traou-ze, Per en em gavas dirak bali Kerfrekant, hag eno e kavas adarre, gant e gi, ar paour keaz dall en doa gwelet diouz ar mintin hag en doa lavaret d’ezan : « Koll a rit an arc’hant-ze ! » Trei a reas diwarnan evit mont dre an tu all eus an hent bras. Kaer en devoe, ar c’hi hen anavezas.
Kerkent ha ma voe en em gavet dirazan, e laoskas e glozenn da goueza eus e c’hinou, evel diouz ar mintin ; hag, evel pa vije fae gantan, en dro-man, sellet hepken outan, e troas krenn dioutan en eur yudal, evel ma yud ar chas pa zantont c’houez ar bleiz. Ar paour dall, gant eur vouez krenvoc’h c’hoaz eget diouz ar mintin, a grias warnezan :