— Ya, gwelloc’h eo d’it, rak n’out ket yac’h, eme an ostizez.
Dirak ti ar Brun ec’h en em gavas tal-oc’h-tal gant Jozon, eur c’hanfard all eus a Bloueskat. Kerkent ha m’her gwelas, e lammas warnezan en eur lavaret :
— Atao emaout dre aman ’ta, Per al laer, Per ar fripon ?
Ha Jozon da blanta gantan taoliou dourn ker pounner ha re an Toli.
— Me da zesko, emezan en eur skei, da zont da laerez hon arc’hant-ni gant peziou merket fas en daou du.
Per a reas eur c’haloupadenn evit tec’het ; Jozon ne deas ket war e lerc’h : a-walc’h, a gave d’ezan, en devoa bet.
Teo e benn, du e dal, liou an nec’hamant warnezan, Per a ya war-zu ar gear. Dont a ra da zonj d’ezan eus ar pez a oa c’hoarvezet gantan abaoue ar mintin, hag e kav d’ezan n’eman ket an Aotrou Doue a-du gantan.
— Nann, emezan, en eur skrabat e benn, n’em eus ket great mad o kemeret an arc’hant-man, breman her gwelan sklear… Kaout bac’hadou digant an Toli ha Jozon !… Beza ampoezonet en ostaleri Soaz, eur vaouez ker mad d’ar paour !… Me ’gav d’in eman an Aotrou Doue war va lerc’h… Hag evelato, pa zonjan piz ha mad, da biou e ve an arc’hant-man nemet d’in-me ? Hag ouspenn, piou en deus va gwelet ouz hen dastum ?… Mont a ran atao d’ar gear, ha goude-ze me a welo : disul marteze ne daio ket an traou ganen evelhen.
Nag a boan a vez o tiskregi diouz madou dastumet gant dislealded ! Na gant pegement a eazamant e teu an den paour d’en em zalla war e gont e-unan !