Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25


Ar varc’hadourez, souezet, a c’houlennas outan petra a c’hoarie gantan.

— C'houi, emezan, hoc’h eus gwerzet d’in-me bara great gant treaz eus an aod, ha nann gant bleud malet er vilin.

— Bara great gant treaz, va faotr paour !… N’ouzoc’h ket petra livirit. Bara great gant treaz !…

— Ya, ya, a lavare Per en eur grainchat hag en eur dourlonkat ; ya, n’eus kuchenn bleud gwiniz en ho para, n’eus ennan nemet treaz…

O klevet eun tamm trouz, an dud a vodas buan en-dro d’ar stal, rak ar foariou a zo leun a c’hinaoueien. Evel maouez Penzez, an holl a chome mantret o klevet Per o lavaret n’oa nemet bara treaz er stal-ze. Meur a hini, paotred fin war o meno, evit gouzout pe oa gwir pe n’oa ket ar pez a lavare Per, ha marteze ivez evit gellout beza test ma vije eun tamm prosez, a brenas mouchennou digant ar varc’hadourez, ha kaer o doa blaza ha divlaza, ne gavent nemet blaz mad gant ar bara-ze. Mes kaer en devoa ar bara beza mad evit ar re all, evit Per n’en doa ken blaz nemet blaz an treaz. N’eo ket souezus ivez ’ta ma ne ehane da grainchat, rak, her c’hompren a dleit, bara great gant treaz a dle skarza ar c’houzoug gant ruster ha beza dizaour d’ar ginou. Ouspenn-ze, tourjouna [1] a rea e zent, ha devi toull e c’houzoug hag e vuzellou a dro-war-dro.

Per n’eo ket evit chom ken e-touez an dud ; mont a rank da eun tu bennak da glask eur banne dour da walc’hi ha da zistana e c’hinou.

Hag an dud a lavare oc’h her gwelet o vont kuit : — Per ar C'hrafer en deus kollet e benn !

  1. Tourjouna, (ivez tozona, toazana, Trêg. tazonan,) agacer (les dents).