Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24

zivesker a daoliou treid, bec’h en doa oc’h en em dreina. Chom a rankas a-zav ; azeza a reas e-c’harz ar c’hleuz, el lec’h m’eo savet breman ti ar Seurezed, hag eno, oc’h huanada, e lavaras outan e-unan :

— Marteze, evelato, n’em eus ket great mad o kemeret an arc’hant-man.

Daoust hag an Aotrou Doue, evit lakaat an den da zont ennan e-unan, a zo red d’ezan skei warnezan ? Ha n’eo ket a-walc’h e aliou, e vurzudou, e viraklou ? Ar pez a zo gwir eo taoliou dourn an Toli, ha taoliou treid ar Yaïg, a reas muioc’h war galon ha war spered Per eget laboused displu o nijal, kouignou o trei e kabellou-touseg ha tud dall o welet sklear.

Evelato n’oa ket distroet c’hoaz war an hent mad.

A-benn eun nebeudig diskuiz, en eur ruilh gant e zourn e arc’hant en e c’hodell, e lavaras :

— Me ’gav d’in eo gwelloc’h evidon chom hep mont da glask kamaraded ; n’eus hini mad ebet. Gwella am eus da ober eo mont va-unan d’ar C'halvar da vale, da bourmen, da c’houzout ha kalz kezeg, kalz chatal a zo er foar.

Hag en eur gempenn e vleo, en eur lakaat dres e voned reuget war e benn, ez eas d’ar plas-foar.

P’edo o tigouezout warnezi, e krogas ennan eur c’hounnar-dibri eus ar re zua. Kouezet brao e oa an dro-man, rak n’edo ket tregont paz diouz stal eur vaouez a Benzez a oa eno o werza bara mouchenn. D’ar red ez eas d’he c’haout hag, hep marc’hata, e prenas diou vouchenn, eun hanter real pep-hini anezo. Ker kriz ’oa e naon ma ne droas ket e gein zoken evit diskolpa eur c’hinaouad eus a unan ar mouchennou. Mes, siouaz adarre, a-vec’h m’oa eat an tamm en e c’hinou, ma voe gwelet ar paour keaz Per o tigeri e veg, o krina e fri hag e dal, hag o krainchat e c’hinaouad bara.