Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22

adarre. Lammet a reas war gwenneg Per ar Chrafer, sellet a ra outan diouz an daou du, ha ker buan, kounnar ennan, e kri a-bouez e benn :

— Laer ! laer ! laer !… E wenneg a zo merket fas en daou du, ha dre-ze n’oa ket evit koll eun taol, hag en divije bet zoken c’hoant d’hen ober.

An Toli en devoa lavaret gwir : gwenneg Per a oa merket fas an daou du anezan.

Neuze e savas kabal e-touez ar baotred, avad, va c’hredi a c’hellit. Kement hini o doa kollet hag o doa keuz d’o arc’hant, a razailhas war ar paour keaz Per. A-gleiz hag a-zehou e koueze, evel glao, an taoliou dourn war e benn ha war e ziouskoaz.

Taoliou dourn an Toli a oa ker pounner ha taoliou morzol ar Berder koz, pa skoe gwechall war e anne. Ar Yaïg a yea hag a deue a bep tu evit klask e dro da rei d’ezan taoliou treid hag a gigne an divesker e-lec’h ma kouezent. Kaer a oa skei, Per a zalc’he mad d’e voned en doa lakeat eul lodenn eus e arc’hant ennan. An Toli a welas kement-se hag a roas d’ezan eun taol ker krenv war e vrec’h dehou, ma rankas diskregi. Ker buan dek dourn a grogas er boned. Per a zalc’he mad atao gant e zourn kleiz. Edo o vont da veza flastret gant ar vandenn baotred a oa warnezan, pa deuas e voned da freuza, ha da skuilha an arc’hant war an douar. Setu petra a glaske an holl, an arc’hant laeret d’ezo. Diskregi a rejont diouz Per evit dastum ar pez o devoa kollet. Per ivez, kerkent ha ma kavas e du, a yeas ac’hano, hep ma voe red her pedi, buana ma c’helle, gant e voned reuget.

Kerzet a reas, d’ar red, dre an hent bihan a zo a-drenv ar presbital evit mont da guzat, gant aon na vije c’hoaz deuet an Toli pe re all war e lerc’h. Siouaz ! Ne c’hellas ket mont pell, rak brevet e oa e gorf ha bronduet e zivrec’h a daoliou dourn ; kignet e oa e