Hag ar gwenneg adarre en ear, hag adarre da goueza fas. Tri, pevar, pemp taol a voe great er c’hiz-ze, ha pep tro Per a c’houneze.
— Ac’hanta ! eme Ber outan e-unan, ha n’em eus-me ket great mad kas en o zro ar zonjou zod a lakea em penn va foan gof gentaou [1] …En dro-man eo deuet an traou a-du ganen.
Mes, siouaz ! n’oa ket achu an abadenn.
E-touez ar c’hoarierien a c’hoarie a-enep Per, e oa daou baotr, dreist ar re all, ha n’oa ket pikouzet o daoulagad. Ker fin ha pep-hini, hep beza trubard e-kenver den, an Toli hag ar Yaïg a oa souezet, hag a chome mantret o welet Per ar C'hrafer o c’hounit pep taol. Meur a wech o doa c’hoariet ar c’hoari-ze ; mar gounezent alïes, e kollent evelato a-wechou ; ha Per ne golle taol ebet !
— Daoust, eme an Toli d’ar Yaïg, penaos e c’hell Per ar C'hrafer gounit pep taol er c’hiz-ze ? Esaomp eun taol all c’hoaz. Taol evez, Yaïg, gwella ma c’helli ; me ivez ne lakin ket va daoulagad em godell.
— Greomp ’ta eun taol all c’hoaz, eme ar Yaïg, ha taolomp evez mad.
— Alo ! Per, deus aman c’hoaz eun taol all, eme an Toli, m’hon taoli war ar bern teil, rak n’hon eus ken nemet peb a wenneg.
— Keit ha ma pado hoc’h arc’hant, paotred, me a c’hoario ouzoc’h.
Ha gwenneg Per adarre en ear, hag adarre da goueza fas. N’ouzoun ket petra a yeas dre benn an Toli o welet e kolle
- ↑ — Gentaou, tantôt, tout à l’heure.