Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/26

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8

E-pad m’edo er c’hiz-ze pleget ar marc’h, e c’hinou er ganol, an tortisou a stage eur valizenn a oa war e dalier, a deuas da derri gant ar bec’h a roe : ar valizenn a hanter-zigoras, hag anezi e kouezas forz peziou arc’hant gwenn an amzer-ze, hag a dalie, me ’bari, pep-hini anezo, ugent real d’an nebeuta.

Per a oa eun tregont paz bennak a-drenv hag a wele an arc’hant o koueza, mes ne lavare netra ; eur zonj fall a oa en e benn. Evel-se, kerkent ha ma voe eat ar marc’heg en e hent, goude beza douret e varc’h, ez eas da gichen ar ganol. Ar peziou arc’hant gwenn a zo etre e dreid, c’hoant en deus d’o dastum… Sellet a ra piz en-dro d’ezan… N’eus den en aod nag en douarou a dro-war-dro… An diaoul a c’houezas ar pec’hed en e galon. Per a blegas, a zastumas kement pez arc’hant a oa war an treaz, ha, ker buan ha ma c’helle, kuit ac’hano war-zu ar gear, atao e zourn gantan war e arc’hant, en e c’hodell, gant aon na vije deuet unan bennak d’her lemel digantan.

Evelato dre ma ’z ea, Per a huanade ; me ’gred e goustians a bike anezan. Mes ma huanade Per, e zourn a oa ivez war an arc’hant en e c’hodell… Trec’h e voe an droug d’ar mad.

— Na me ’zo diod, emezan, o kaout kemend-all a nec’hamant. Na perak ne ve ket an arc’hant-man d’in-me ! Daoust ha n’eo ket me eo a zo bet o tiskouez ar ganol d’an aotrou ?… Ha neuze, ar c’had a zo d’an nep he fak : ha me eo am eus kavet an arc’hant-man… Hag ouspenn, den n’am diskuilho, rak den n’en deus va gwelet ; sellet mad ha piz am eus great en-dro d’in ; archer ebet ivez ’ta ne c’hello dont da glask trabas ouzin… Marteze e ve mad d’in lavaret an dra-ma, pa ’z in da gofez… Oh ! kofez va c’havadenn !… Mes neuze e vezo lavaret d’in restôli. Restôli.. restôli… neuze emaoun ker paour ha biskoaz !… Ha da biou e restôlin-me ?