Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9

Ar marc’heg-hont a zo breman e n’oun dare pelec’h !… Nann, an traou-ze ne dint nemet sponterezed. Hag ouspenn c’hoaz, daoust ha, p’am bezo lavaret va fec’hejou all, ne daio ket ivez heman d’o heul ? Ar re goz am eus klevet o lavaret : « Pec’hed kuzet, hanter-bardonet »… Ya, ya, great an taol, an arc’hant-man a zo d’in-me, ha warc’hoaz gantan me a raio va gwaz e foar Sant-Loranz, e Ploueskat.

En eur sonjal en traou-ze, Per en em gavas er gear. Ober a reas an neuz da zibri e goan gant ar re all, mes ne zaleas ket da vont d’e wele da hunvreal en e arc’hant.

Tad Per a oa e hano Fanch ar C'hrafer. N’ouzoun ket hag hennez ’oa e hano mad. Ne read nemet an hano-ze anezan, abalamour ma veze bemdez en-dro, dre Bloueskat, Gwinevez ha Trelez, o krafat skudellou, podezou, lachefreou [1], plajou ha zoken boteier-prenn. Penselia a rea ivez ar pilligou, ar basinou da ober kouëz hag ar basinou da c’horo ar zaoud. Ouspenn-ze c’hoaz e varikleze [2] ar c’helc’hou metal a lakea an dud yaouank war o boteier da zul. N’en doa brud fall ebet er vro, den n’en doa bet biskoaz d’en em glemm anezan, e giz ebet, hag evelato n’oa ket karet. Eun tamm diskred a oa anezan abalamour ma talc’he baro hir, ha, dreist pep tra, abalamour ma ’z oa eat da chom, en eun toull treaz en doa great er Chinivid, e tevenn Ploueskat, hen, e wreg hag e vugale, rak iskiz e kaved gwelet eur c’hristen o chom en eun hevelep ti, ha keit diouz ar gristenien all. Koulskoude, eur wech c’hoaz, nikun ne c’helle lavaret en divije kemeret eur vro-

  1. Lachefre, pe lechefre, plat rond ou ovale en terre pour mettre des pâtes au four.
  2. Marilkleza, ouvrager. Se dit aussi bien de dessins à couleurs variées que de sculpture en relief ou incrustation.