Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VI

ar Vro (eost 1903, p. 1-3). Plijadur a raio, war hon mennoz, da lennerien Toull al Lakez, kavout, aman war-lerc’h, an darnvuia eus ar pennad-skrid-ze, a ziskouez d’eomp ar pez a oa d’ar mare-ze, war-dro ar bloaveziou 1875-1880, an abad Inisan.

Ma ’z eus bet skrivet biskoaz en hor yez levriou brezounek gwirion eo Emgann Kergidu ha Toull al Lakez ; n’eus ket kalz kennebeud a wir Vretoned evel an hini en deus o skrivet.

Ya, ma ’z eus bet e Breiz-lzel eur gwir Vreton eo ar beleg an Aotrou Inisan eus Gwinevez-Lokrist.

Me ’oa yaouankik p’ am oa her gwelet, ar wech genta.

An Aotrou Inisan en doa eun nebeudig madou ; evit en em rei holl d’e studi karet ne chomas ket beleg-parrez ; lavaret a rea e oferenn e Gwinevez-Lokrist, e Treflez pe e Ploueskat.

…D’ar vakansou [1] ez ean alïes gant an Aotrou Tanguy da welet an Aotrou Roux [2], ha va digemere atao gant karantez. Eun devez oc’h taol, e welis eur beleg ha n’em oa ket bet gwelet c’hoaz e presbital Gwinevez-Lokrist.

Epad lein n’hallen ket tenna va daoulagad diwarnan ; n’her c’haven ket henvel ouz ar re all : e sellou, e gomzou ha beteg e jestrou o doa ne ouien petra a zibaot hag a roe d’in doujans, met eun doujans ha va foulze d’hen anaout gwelloc’h ha zoken da glask an tu da veza e vignon.

Koulskoude n’em oa ket gallet dont a-benn, en devez-ze, da gomz outan, ha me a dleas distrei da Dreflez, gant displijadur. A-hed an hent avad imach ar beleg dibaot a oa dirazon. Gwelet a rean e zaoulagad doun ha lemm, e vleo gwenn ha fuilhet o tispaka, war e dal uhel, eur

  1. — P. Pronost a oa neuze skolaer e Lesneven, hag an abaded Tanguy, person Treflez, ha Roull, rener ar skolaj, a baee ar skol evitan, rak paour oa e gerent.
  2. — Person Gwinevez.