Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
V

e labour eus e hano, met hepken eus al lizerennou D.L., da lavaret eo : Dom Lan. Marteze ivez, er bloaveziou-ze, e krogas gant Emgann Kergidu, met diaes eo da c’houzout, rak n’ouzer ket peur na penaos en em lakeas an abad Inisan da skriva al leor-man, a roas d’ezan, dre Vreiz-Izel a-bez, brud eur skrivagner dispar e brezoneg.

E miz here 1874, e kavomp adarre an abad Inisan oc’h ober skol. Hanvet e voe da gelenner er skolaj Itron-Varia Wir-Sikour, e Gwengamp, renet neuze gant an aotrou chaloni Cotentin. Betek divez ar bloaz-skol 1879 e teskas ar galleg, al latin, an istor hag an niveroniez (arithmétique) da vugale vihan ar 7et klas. E deraou ar bloaz 1877, e oa krog da voulla Emgann Kergidu, hag, evel hon eus gwelet, er bloaz 1878, ec’h embannas Toull al Lakez en eul leorig n’eman ken e gwerz pell zo.

Rei a reas dilez eus e garg a gelenner gant ehan-skol ar bloaz 1879, ha neuze en em dennas, evit mad ha beteg e varo, e presbital Gwinevez. Taget e voe gant eur c’hlenved kriz ha n’hell den beza trec’h d’ezan : ar c’hrign-beo, paket gantan en e gouzoug, hervez ma konter, diwar e gorn-butun. Nouennet e voe gant an Aotrou Guen, kure Gwinevez d’ar mare-ze, ha, d’ar 5 a viz eost, er bloaz 1891, e varvas e peoc’h an Aotrou Doue, hag e voe beziet e bered Gwinevez, e-kichen e dadou koz.

Per Pronost, eur barz brudet ginidik eus a Dreflez, [1] en deus bet an eurvad da welet diou wech, e presbital Gwinevez, an abad Inisan, ha displeget en deus ar sonjezon-ze eus e yaouankiz, en eur pennad-skrid embannet gwechall er gelaouenn-gelc’h Spered

  1. Ganet e Treflez, ar 15 a viz meurz 1861 ; marvet e Brest, ar 5 a viz genver 1909.