— Ar re a zo an tosta da vourk Guimilliau a ranko lezer ar goueriaded da vont araok eb ober van ebed, ken na vezo o vont dirazho an diveza euz ar vandenn. Neuze me grio : Tan ! hag oll a-unan e tennimp. Ne vezo ket diez d’eomp biza, rak n’eo ket re denval an noz, ha bern-var-vern e vezint en hent azindannomp. Hon tennou a lakai mesk ha kabal en ho zouez ; epad ma vezint oc’h esa gouzout euz a beleac’h e kouez glao ploumm varnezho, ni hor bezo amzer da garga ha da denna adarre. Mar kirit beza didruez ha senti ouzin, hini anezho ne dec’ho kuit.
— Bezit dinec’h, kabiten ; evit didruez e vezimp, gouzout a rit e sentomp var ar ger.
— Neuze eo mad an traou. Chommomp breman sioul ; gourvezomp e mesk al lann var ar c’hleuz, gand aoun na ve digaset unan-bennag araok da velet ha n’euz den dre aman.
Eun heur a ioa edo ar zoudardet gourvezet var ho c’hleuz ha den ne deue varzu ennho. Tud Guimilliau o doa gortozet tud ar parresiou-all araok mont en hent. Edont o vont da inoui, rak kredi a c’hellit ne dlient ket beza en ho eaz a-dreuz-kof var eur c’hleuz, etouez al lann, pa glefchont a-bell e kreiz sioulder an noz, eur vouez o kana :
Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.
Savit, Aoutrou, roit dourn d’eomp ha tennit ac’hanomp a zaouarn hon enebourien evit diskouez peger braz eo hoc’h ano.
Ar belek : Deus auribus nostris audivimus :
Aoutrou Doue gand hon diouskouarn hon euz klevet.
Ar bobl : Patres nostri annuntiaverunt nobis,
Hon tud koz o deuz kountet d’eomp ho madelezou.
Ar belek : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.
Gloar d’an Tad, dar Mab, d’ar Spered-Santel.
— Peoc’h, eme ar c’habiten, emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kana d’ho Doue koz meuleudiou diskiant ha ne gomprenont ket ho-unan ?
— Eo, klevet a reomp kana. Nag eo sot tud ar vro-man ; nak e tlefent trugarekaat ac’hanomp-ni da veza deuet en ho bro da denna euz ho fenn sorc’hennou ken diot !
— Breman avad chommomp sioul, ar biz var bluenn ar fuzil, prest da denna pa livirign.
An divroidi dizakret, var ho c’hleuz e mesk al lann, en