— Nann, daou c’hant a zo avoualac’h. Va eil mestr aman a gemero an nep a garo, mez red e vezo d’ezhan kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan-bennag da drueza, ec’h elfemp-oll chomm eno ; tud ar vro-man, evitho da veza touellet gant Doue, a oar herzel stard pa gavont ho zro, ha rei bazad evit bazad. Guelloc’h eo d’eomp beza ar re grenva.
— Koulskoude mar teuont en eur bedi Doue, ne dle beza gantho nemed chapeledou, ha ne ket diez dont a-benn euz an hini n’en deuz ken arm nemed eur chapeled.
— N’euz fors, n’euz ket da fiziout e tud ar vro-man ; me a zo bet dija tizet gantho hag a zo desket dign beva var evez.
— Mad neuze, kabiten, eme an eil-mestr, me a ia da zibaba daou c’hant den ha ne greno ket ho dourn evit tenna var goueriaded Sant-Thegonnek.
Antronoz, var dro seiz heur-hanter dioc’h an abardaez, eur vandenn soudarded a iea euz a Vontroulez ne c’houie den da beleac’h. Evelato an dud vad a ioa glac’haret, rak gouzout a reant ne d-ea ar re-ze er meaz a gear nemed evit ober drouk enn tu pe du ; ha n’oant ket evit kas kelou da zen rak ne c’houient ket da beleac’h ez eant.
Ar re fall a frote ho daouarn hag a lavare an eil d’egile :
— Ne ouzoun ket da beleac’h ez a ar zoudardet, n’euz fors. Evidoun-me a zo fouge ennoun, rak me gred emaint o vont da rei eur gentel nevez d’an dud diot-se n’int mad nemed da gaout abek ennomp-ni, abalamour m’hon euz dilezet ho c’hredennou oamp skuiz gantho.
— Ia, ia, eme eun all, mad a reont, rak epad ma chommo unan epken anezho var an douar, ne ehanint d’hon tamall.
— Dreist pep tra ar veleien, eme eun all c’hoaz. Me garfe guelet korf an diveza anezho o ruilla, hag o vont gand an dour da draon ar ster betek an Dourdu hag er mor braz da ober boued d’ar c’hankred.
— Guir an traou-ze, eme an oll. Alo ! chanz vad d’ar zoudardet !
Ar zoudardet henchet mad a en em gavaz var dro dek heur enn eul leac’h hanvet Hent-Doun, abalamour ma’z eo huel ar c’hleuziou enn daou du d’ezhan. An hent-se a ia var eeun euz a Vimilliau da Zantez-Berc’hed, ha dreizhan e ranke tremen an dud vad o doa c’hoant da vont da bedi Doue. Kabiten ar zoudardet a rannaz he dud etre diou lodenn : lakaat a reaz kant anezho e pep hini euz an diou voarem a zo a bep tu d’an hent en eur lavaret d’ezho :