Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/91

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
emgann kergidu

diskenn he-unan enn toull ; dont a reaz d’ar gear da glask re-all da vont ganthan. Eur skeul vian a zigaschont gantho, ha gand hounnez e oue tennet euz an toull ar c’horf maro. Ha piou oa hennez, an hini maro-ze ? Klasket e oue enn he c’hodellou hag e oue kavet ganthan tri real varn-ugent, eur c’hodellat arc’hant paper, hag eur paper-all a ioa merket varnezhan hano Loull ar Bouc’h. Var ar paper-ze e lavaret oa hanvet, gand ar C’houarnamant, Loull ar Bouc’h da bersoun e Plouaret, hag e tlie an oll senti outhan, ha rei skoazel d’ezhan a enep kement hini o diviche c’hoant da enebi outhan, pe da esa ober droug d’ezhan. Ker buan e oue anavezet, rag ar brud euz a Loull ar Bouc’h, euz he grizder e kenver an dud vad hag ar veleien goz, a ioa eat dre bevar c’horn ar vro.

Goude-ze e oue klevet oa bet, ar paour keaz persoun intru, goude ma oa eat euz a Blouaret, eur pennad amzer er c’hoajou, evel eun den gouez, e parrez Gurunhuel ; ac’hano oa deuet da gostez Mousteruz. Goude-ze oa bet guelet dre goajou Koat-ar-Roc’h, e parrez Koadout ; ac’hano, en eur dremen dre Germabrouz, oa eat da Goat-Liou, el leac’h ma varvaz toulgofet, e kreiz eur c’hoat, pell diouc’h pep kristen...

Lod a lavar oa bet anterret e bered Bourbriak, lod-all a lavar oa bet fourret enn douar, evel eur c’hi, e kougn eur park. Pehini euz an daou dra-ze a zo guir ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h. Ar pez a c’hellan da lavaret eo an nep a nac’h he Zoue, a zilez he relijion, belek pe zen all, ne achu ket mad an traou ganthan.


————


SEIZVET PENNAD


————


Santez Berc’hed e Sant-Thegonnek


Setu, a gaf d’ehoc’h, ankounac’heat ganen hor bro Leon, dre an abek ma’z ounn chommet keit-all da gounta d’ehoc’h eul lodenn euz ar pez a zo c’hoarvezet enn eskopti Treger.