Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
emgann kergidu

Goazed Kermabrouz a ioa er park o labourat. Pa deujont d’ho mern, Mari-Jann a gountaz d’ezho ar pez a ioa c’hoarvezet dioc’h ar mintin. Hervoanik, pa oa eat kuit an hini a lugerne he zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag a en em bompade. — Ped den n’am euz-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Hervoanik, pell diouc’h ar Prusianed, ha, dirazho, a grene evel deliou ?

O klevet an traou-ze, Guillerm, ozac’h Kermabrouz, a lavaraz :

— Dre aman marteze euz eat unan euz an dud fall o deuz great kement a zroug dre ar vro. Breman eo digoret an ilizou, deuet ar veleien vad enn dro ; ar re fall a rank mont kuit. Piou eo an hini a zo eat dre aman ? Ne ouzomp ket. Mad, bremaik, dioc’htu ma vezo debret hor mern, ec’h aimp var he lerc’h. Dre he roudou ni her c’havo, hag a vouezo petra eo. Mar deo eur c’hristen mad, aman, e Kermabrouz, e kavo bara ha golo ; mar deo eun den fall, n’hon euz da ober nemed her lakaat etre daouarn ar re a zo karget da varn ar rumm dud-se.

Kerkent ha ma oue debret ho mern gantho, goazed Kermabrouz a ieaz varlerc’h an hini a ioa bet o c’houlenn eun tamm bara e tal dor ho zi. Hen heulia a rejont diouc’h he roudou betek Koat-Liou, e parrez Bourbriak ; mez eno her c’holjont. Kaer o deoue klask a gleiz hag a zeou, dre greiz an drez hag ar spern, kerkoulz ha dre ar vinojennou, ne gafchont tres ebed euz anezhan. Dont a rankchont e guenn d’ar gear.

Tri dervez bennag goude-ze, Hervoan ar Menn, euz ar Restigou, a ieaz da Goat-Liou da velet eun toull-bleiz, eun toull-trap, en doa great eno evit paka eur vamm vleizez ne ehane da gas ganthi bemdez unan-bennag euz he loened : danvad, leue pe ounner. E kreiz an toull en doa plantet eur peul spern-du, lemmet mad he veg, evit toulgofa ar vleizez ma viche kouezet eeun varnezhan. An toull en doa goloet, evel ma oa ar c’hiz, gand skourrou bian, deliou seac’h ha raden glaz, evit kuzet he drapet. Pa en em gavaz e kichen, e velaz raktal oa kouezet eun dra-bennag enn toull, rag an doen a ioa freuzet. Tostaat a reaz goustadig, eur forc’h houarn enn ho zourn, hag, ouc’h he skoaz, eur fuzil a zaou denn, hag hi karget. Dizelei a reaz an toull gant he forc’h. Ha petra a velaz ? Eun den toulgofet, var ar peul spern-du...

Hervoan ar Menn a jommaz mantred ; ne gredaz ket