Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
emgann kergidu

Neuze e savaz eun tamm aoun gant ar C’houil. Ne ket eun ene euz ar Purgator eo heman, emezhan ; heman a zo eun teuz pe eur spountail bennag, deuet da esa va zamma ganthan. Aoutrou Doue, ho pet truez ouzign ! Ma n’ounn ket dibec’h hed-a-hed, n’em euz ket ken nebeut kals a draou var va c’houstianz. Petra a c’hellan-me da veza kemeret divar goust va hostisien ? Eur palefarz mezer euz an habit nevez am euz great, breman euz eun nebeut amzer, da vap Batist an Dantec da vont da bardoun Guengamp ; eur voalennad rubanou zeiz divar dillad eured merc’h an Aoutrou de Treveret, hag eun daouzek pe drizek tamm-all divar goust n’ounn dare piou. Petra eo kement-se ? Netra evit eur c’hemener. Diouallit ac’hanoun ’ta, Aoutrou Doue ! Aman e rankan en em zifenn.

Hag ar C’houil kregi enn he benn-baz. Mad a reaz, rag an den guenn a deu var eeun varzu ennhan ; chaokat a ra eur ger bennag, mez, pe oa hanter-skournet gand ar riou, teod Loull ar Bouc’h, enn he c’hinou, pe skiant ar C’houil a ioa trec’het gand ar spount ; ar pez a zo guir eo hini anezho ne c’houie petra c’hoantea egile.

An den guenn a ia atao var araok ; eman tostik-tost d’ar c’hemener... Red eo en em zifenn, den n’en deuz c’hoant da veza sammet gand an teuz. Ar C’houil a zao he vaz hag a sko tri pe pevar daol, a dro-chouk, var benn ha var diskoaz an den guenn, gant kement a nerz ma oue klevet Loull ar Bouc’h o iudal hag o kemeret a nevez an teac’h, evel pa viche bet adarre an tan var he lerc’h, evel pa viche divorzet en eun taol he zivesker skournet azindan ar pount.

Evit guir Per ar C’houil ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en diviche great, oa bet tristoc’h c’hoaz he zoare, rag ar c’hemener-ze a ioa unan euz an dud guella a ioa er vro, evithan da veza kemener. Labourat a rea bemdez kalounek. Labour en doa kement ha ma c’helle da ober, hag er c’his-se en doa gellet destum eur guennegig bennag. Ar persoun intru en doa klevet hano anezhan, ha, n’oa ket pemzeg dervez c’hoaz, oa bet enn he di, gand he ganfarted a Blouaret, var digarez en doa kuzet tri belek epad eun dervez hag eun nosvez, o laerez kement liard en doa hag o kas ganthan kement tra a blije d’ezhan. M’en diviche ive ’ta gouezet ar C’houil e skoe var Loull ar Bouc’h, e viche bet ha stank, ha c’houek, ha pounner he daoliou penn-baz !

Setu ar persoun intru adarre nec’hetoc’h eget biskoaz. Ne